Marc'heien an Daol Grenn

Ar Roue Arzhur hag e varc'heien en dornskrid italian eus an XIVvet kantved Klask ar Graal Santel

Marc'heien an Daol Grenn zo, e kelc'h lennegel Danvez Breizh, un urzh marc'heien karget gant ar Roue Arzhur da glask ar Graal ha da zifenn e rouantelezh. En em vodañ a reont ouzh an Daol Grenn evit aroueziañ an ingalded etrezo. Tudennoù pennañ ar c'helc'h arzhuriek zo anezho. E 1155 e kaver ar meneg skrivet kentañ anezho er Romant de Brut skrivet gant ar barzh norman Wace. Skignet eo bet ar vojenn arzhuriek en Europa a-bezh adalek fin an XIIvet kantved, dre oberenoù Chrestien de Troyes dreist-holl.

Kalz marc'heien disheñvel zo bet meneget gant an oberennoù o deus kontet o istor. Gallout a reont bezañ kerent da Arzhur, enebourien gozh bet adunvanet gantañ, tud eus Enez Vreizh pe eus broioù all. Ar re vrudetañ eo Lanselod, Peredur (?), Yvain (?), Gaovan, Kae, Tristan, Galaad hag an treitour Mordred.

E-barzh istorioù fin ar c'helc'h arzhuriek er XVvet kantved, en o zouez an oberenn bennañ Le Morte d'Arthur, eo torret an urzh e kavailhadoù hag a ra brezel an eil re d'ar re all pa'z eo dizoloet an avoultradenn etre Lanselod hag ar rouanez Gwenivar, gwreg Arzhur.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search